Petra eo Strollad ar vro Bagan e 2026?
Ur fest-noz, atalieroù c’hoariva ha prezegennoù diwar-benn Strollad ar Vro Bagan. Pinvidik ‘oa bet an devezh disadorn ‘ba Plougerne evit lidañ 60 vloaz Strollad ar Vro Bagan. Ur gevredigezh hag a voda 150 den a youl vat, tost 20 den gopret hervez ar pezhioù c’hoari, daou pe dri fezh-c’hoari zo kinniget bep bloaz war un dro. Derc’hel ‘ra an izili eus ar gevredigezh Strollad ar Vro Bagan gant an hent ‘oa bet diskouezhet gant ar re gentañ : ober gant ar bezhoneg, stummañ komedianed war ar c’hoariva ha reiñ buhez d’o bro… Peseurt perzh ‘neus ar gevredigezh ‘ba Plougerne ha ‘ba Bro-Leon… Selaouomp Anjelina Merrien zo prezidantez Strollad ar Vro Bagan, Anna Morvan, kenurzhierez SAVB, ha Sarah Malésieux, komedianez anezhi.